| [index] brezhoneg Bro goz ma zadoù Ni Breizhiz a galon, karomp hon gwir vro ! Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro. Dispont kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat, A skuilhas eviti o gwad. diskan : O Breizh, ma bro, me a gar ma bro, Tra ma vo ar mor evel mur en he zro, Ra vezo digabestr ma bro ! Breizh, douar ar sent kozh, douar ar varzhed, N’eus bro all a garan kement ’barzh ar bed. Pep menez, pep traoñienn da’m c’halon zo kaer, Enno kousk meur a Vreizhad taer ! diskan Ar Vretoned zo tud kalet ha kreñv, N’eus pobl ken kalonek a-zindan an neñv. Gwerz trist, son dudius a ziwan eno, O pegen kaer ez out, ma bro ! diskan Mard eo bet trec’het Breizh er brezelioù bras, He yezh zo bepred ken bev ha biskoazh. He c’halon birvidik a lamm c’hoazh en he c’hreiz, Dihunet out bremañ, ma Breizh ! diskan |