[index]
brezonek

Bro goz ma zadou


Ni ’Breiziz a galon karomp hon gwir Vrô !
Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro.
Dispont kreiz ar brezel, hon tadou ken mad,
A skuillaz eviti o gwad.

diskan :
O ma Mam-Vrô, me gar ma Bro,
Tra ma vô ar mor ’vel mur ’n he zro,
Ra vezo digabestr ma Bro !


Breiz, douar ar Sent koz, douar ar Varzed,
N’euz bro all a garan kemend ’barz ar bed.
Pob menez, pob traonien d’am c’halon zo kaër,
Ennê kousk meur a Vreizad têr !

diskan

Ar Vretoned a zo tud kaled ha krenv ;
N’euz pobl ken kaloneg a-zindan an nenv.
Gwerz trist, sôn dudius a ziwan eno,
O ! Pegen kaër ec’h out, ma Bro !

diskan

Mar ’deo bet trec’het Breiz er brezelliou braz,
He iez a zo bepred ken beo ha biskoaz.
He c’halon birvidik a lamm c’hoaz ’n he c’hreiz,
Dihunet out brema, ma Breiz !

diskan